Kit dreistvevañ nevez e bannlevioù Breizh

couv kit de breton.indd

Oberourien : Katell Leon ha Visant Roue
Skeudenn : Degast’
Dont er maez : Gwengolo 2013
ISBN : 978-2-36312-010-6
Skignet gant : Cap Diffusion
Ment : 17 X 17 cm
Priz : 13 € ebook : 6,49 €
Niver a bajennoù : 160
Sellout ouzh al levr niverel (6,49 €)
Arroud

An aozerien hag an treser

Kelennerez brezhoneg er skolaj e Naoned ha Sant-Ervlzan eo Katell Leon. Prezidantez kevredigezh Kentelioù an noz e oa. Savet he deus ivez daou strollad c’hoariva : Electrake ha Joyi. Kelenner brezhoneg evit an dud deuet eo Visant Roue.Treser eo Degast’. Merdeiñ a ra etre tresadennoù, tresadennoù bev ha livouriezh. Abaoe 2005 e ro dezhañ ur privilej d’an dresadenn fentus. Skeudennaouet en deus meur a levr gant Ti-embann Sav-Heol hag An Amzer embanner (Le galo qhi q’c’ét don ? e 2011, Le guide du bretonnant e 2010).


Kinnigadur

Ur « c’hit dreistvevañ » hag e « bannlevioù Breizh » war ar marc’had ? Eya, eno ez eus brezhoneg ivez ha muioc’h-mui zoken p’emañ ar braz eus ar Vretoned o chom e kêr ! Se zo kaoz ez eus kinniget deoc’h er pajennoù da heul un tañva eus ar brezhoneg… hep bezañ erru poazh ganti ! C’hoant‘peus da c’houzout un tamm penaos en em zistripañ e brezhoneg en un toull-noz, war an draezhenn, en ur stad mell-droad pe war internet ? Ho mignon gwellañ e vo ar « c’hit dreistvevañ » ! Petra c’hoazh ? Mennet oc’h da vont gant ul live yezh laosk a-walc’h pa vez ret, ‘fi n mont gant an ton a zo dleet kavout bepred p’en em gavoc’h gant ar varaerez, ar skarzher tud pe ho mamm-gaer ? Kit da heul istor al Livoured, ha dreist-holl hini Mark ha Laura a viz da viz : ne voc’h ket dipitet… Ready ? Tizh dezhi Yann-Vari


Votre commentaire

Entrez vos coordonnées ci-dessous ou cliquez sur une icône pour vous connecter:

Logo WordPress.com

Vous commentez à l’aide de votre compte WordPress.com. Déconnexion /  Changer )

Image Twitter

Vous commentez à l’aide de votre compte Twitter. Déconnexion /  Changer )

Photo Facebook

Vous commentez à l’aide de votre compte Facebook. Déconnexion /  Changer )

Connexion à %s