Oberour : Marc Kerrain
Skudenn : Degast
Donet er-maez : Du 2010
Skignet gant : Coop-Breizh
ISBN : 978-2-36312-002-1
Ment : 15 x 21 cm
Priz : 12 € ebook : 5,99 €
Niver a bajennoù : 128
Sellout ouzh al levr niverel (5,99 €)
Arroud
Kinnigadur
E-leizh a fazioù a vo kavet el levrig-mañ pa’z eo gant fazioù dreist-holl, lennet e skridoù studierien vrezhoneg pe klevet o tifl ukañ eus o genoù, eo bet savet ar pajennoù-mañ, da c’hortoz ken e raint kemend-all (piv ‘oar ?) gant fazioù o c’helennerien. Evit o skoazellañ en o studi int bet dastumet, goude d’ar c’helenner gwelout e ranke adlavarout hag addisplegañ ar memes traoù dalc’hmat, ken en deus kavet kenkoulz, ma n’eo ket aesoc’h, lakaat e evezhiadennoù war baper ur wech da vat, evit o skignañ a vloaz da vloaz. Soñjal a c’haller ouzhpenn ne vint ket didalvoud ivez d’an holl re a studi brezhoneg e kement lec’h a zo, ha dreistholl d’an holl re a fell dezhe mont pelloc’h eget ar studi, betek lakaat ar brezhoneg da vezañ yezh o zi hag o buhez.Ouzhpenn-se, pa vezer o selaou skingomz pe skinwel, e teuer da soñjal n’eo ket ar studierien hepken o defe ezhomm da wellaat o brezhoneg, met toulladoù brezhonegerien ha ne reont gant ar yezh nemet ur wechig dre vare (dirak kamera pe mikro hepken marteze), ha dreist-holl tud hag a zo paouezet da studiañ ar yezh a-raok he mestroniañ da vat, pe brezhonegerien a-bell, damvrezhonegerien mar karer, o vevañ e galleg ha levezonet o zamm brezhoneg gantañ, hep gouzout dezhe gwall alies. N’eo ket skrivet e brezhoneg, peogwir e c’haller soñjal ne vefe ket lennet neuze gant ar re o defe ar muiañ ezhomm d’ober, tud ha ne lennont ket trawalc’h a vrezhoneg peurvuiañ.